Enklaskoù « Splann ! » da selaou podcast show image

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Splann ! Enklask

Podcast

Episodes

Listen, download, subscribe

Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus Atlantic ’Eau, ar sindikat dilennidi ha dilennadezed a stourm evit kalite an dour e dep. Liger Atlantel. Enklask nevez àr The Land. Streset bras ar gelennerienezed àr ar c’hampus « kentañ gouestlet d’ar vuhez àr ar maez en Europa »… Dastumet evidoc’h Ur c’hehentiñ gitonioù àr ar busoù, get dremmoù laouen ar re gozh o veviñ e Avel e Brest… Ne glotehe ket get ar wirionez. Aesaat ar stlabez a vez graet get an uzinoù-moc’h a goust ker. Oberatadenn Dour ha Sterioù Breizh Qualiplage a ro da wellout ar liamm etre ar glav ha kalite an dour. Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Enklaskoù « Splann ! » da selaou RSS Feed


Share: TwitterFacebook

Powered by Plink Plink icon plinkhq.com