Enklaskoù « Splann ! » da selaou podcast show image

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Splann ! Enklask

Podcast

Episodes

Listen, download, subscribe

En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG

E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann ! » : « En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù ». Da gomañs : abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened ? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X e yae ur bern tud eus ar Strollad PNB da birc’hirinañ war hentoù Feiz ha Breizh. Bro-Gwened hag e derouer zo ur vro hep he far pa gaozer eus ar relijion gristen : douetus eo an departamant nemetañ e-lec’h ma ya war-gresk an dud en em zisklêr katoliked. Ouzhpenn-se, dav eo kompren eo eskopti Gwened ur vro mirour a-gozh : hervez unan eus ar veleien aterset gant « Splann ! » e ranker delc’her soñj eo ganet ar skourr « tradi » e eskopti Gwened. An Aotroù Lefebvre, saver breuriez Sant Pie X, zo bet stummet gant an abad Berto, ur beleg genidig eus ar Morbihan hag en doa savet kumuniez c’hoarezed Pont-Kalleg. Ar pezh en deus souezhet an enklaskerien : kavout a reer kalzig a royalisted e-touez strolladigoù tu-dehoù radikal a vez tro-dro Gwened. Da c’houde eo bet lakaet ar gaoz war ar pelerinaj Feiz e Breizh e-unan. Hemañ zo heñvel ouzh unan brasoc’h : hini Chartres hag a vod ar gristenien « identitaire ». Feiz ha Breizh a zegouezh atav e Santez-Ana-Wened. A vloaz da vloaz e kresk an niver a birc’hirined. Abaoe pemp bloaz zo e kaver pennoù bras eus un dehoù pellañ, deus Breizh ha Frañs a-bezh. Moarvat diwar intrudu Korentin Denis, unan eus diazezourien ar pelerinaj-mañ, a zo deuet da vezañ penn bras ar pelerinaj.. E-touez ar chabistroù (strollad tud o vale asambles) e kaver strolladigoù gwall vrudet e-giz Academia Christiana ha SOS Chrétiens d’Orient. E-touez ar-re-se e kaver tud eus metoù an tu dehoù radikal bras hag a c’hell bezañ feulz evit lod anezho. A-benn ar fin e soñjer met penaos e c’hell klotañ an dro-spered mañ gant an aviel ? Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Enklaskoù « Splann ! » da selaou RSS Feed


Share: Twitter • Facebook

Powered by Plink Plink icon plinkhq.com