Enklaskoù « Splann ! » da selaou podcast show image

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Splann ! Enklask

Podcast

Episodes

Listen, download, subscribe

Lizher-kelaouiñ : E Treveneg, ur betonaat a goust ker d’an annezidi #27

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Fokus E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra ; Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù. Dastumet evidoc’h 91 darvoud gwask frankiz ar c’helaouiñ enrollet àr tiriad Republik bro Frañs e 2024 ; Taget e vez kevredigezhioù difenn an natur get an RN ; Fotovoltaek: kartennoù drol ; « Splann ! » a genlabour get ar media Bonpote bremañ Minotennoù bor ar mor: digorit an hent ! Adkavit ivez Taol-lagad ar wikipedour àr Ÿnsect, n’oe klasket implijout wikipedia evit he c’hehentiñ. Reizhet eo bet an traoù get meur a zen a volonte-vat evit reoliiñ an afer. Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Enklaskoù « Splann ! » da selaou RSS Feed


Share: TwitterFacebook

Powered by Plink Plink icon plinkhq.com