Enklaskoù « Splann ! » da selaou podcast show image

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Splann ! Enklask

Podcast

Episodes

Listen, download, subscribe

Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙 El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel. En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet « Splann ! ». Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ? Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag a gemer Perth ivez en enklask-mañ gant « Splann ! ». Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. Emañ gant Gwenvael Delanoe Ar Berr. Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Enklaskoù « Splann ! » da selaou RSS Feed


Share: TwitterFacebook

Powered by Plink Plink icon plinkhq.com