Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Splann !
Podcast
Episodes
Listen, download, subscribe
Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3
Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji) Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan. Gouzout a rit petra ‘zo ret kaat evit gwerzhañ un ostilh en Unvaniezh Europa ? Dre un siell CE. C-E, an div lizherenn a c’heller lenn war a-bep seurt produioù ‘zo gwerzhet en Europa. Un tamm evel ur « passeport » roet d’ar produ, ma karit. Gant embregerezhioù prevez e vez roet ar siell CE. Paeet int gant obererien ur produ bennak evit reiñ al label prizius. Neus ket a ajañs ofisiel kreizennet, evit ober al labour-se. Kaoz ‘oa bet eus tennañ kuit ar galloud-se eus aozadurioù prevez, met lobby an industriezh ‘oa deuet a-benn da lemel ar c’hinnig-se en 2008. Ha divizet e vez hag-eñ eo dañjerus ar produioù… war studiadennoù roet…gant an embregerezh a neus savet ar produ ! Hag, evel-just, an embregerezh n’aio ket da reiñ studiadennoù fall evit ar produ he deus c’hoant da werzhañ… {Bzhg} Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. {Fr} « Splann ! » collabore avec les journalistes du réseau Radio Breizh, qui comprend toutes les radios en langue bretonne : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne et Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
Enklaskoù « Splann ! » da selaou RSS Feed