Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Splann !
Podcast
Episodes
Listen, download, subscribe
Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2
Kantadoù a miliadoù a vaouezed o deus lakaet an Essure en o c’horf, kuit da vezañ dougerez. Met ur bern dioñte zo kouezhet klañv-ki dibaoe, herveze, ablamour da eil-efedoù fall an ensteud. Dibaoe bloavezhioù, e chom Bayer oc’h embann, n’eus tamm kudenn ebet gant ar produ-se. Met anavezet oa a riskloù dibaoe pell gant Bayer hag an Aozadurioù ofisiel en karg da wareziñ yec’hed an dud. Met chomet int mut war ar c’hudennoù-se. Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro @Yuna Cojan. E miz C’hwevrer 2017, hep menegiñ mann ebet d’ar mediaoù, un arbennigour eus Skol ar Minoù a zo fiziet gant ajañs ar yec’hed da studiañ un arventenn resis : riskl daskrignadur an Essure (risque de corosion galvanique, en galleg). N’eo ket bet kelaouet, nag ar mediaoù, nag an 240.00 maouez gant disoc’hoù ar studiadenn-se. Pad all e oa sklaer an disoc’hoù : risklus-tre eo an Essure. « Essure ‘zo rik e-giz ur bilenn er c’horf ! » Setu ar pezh a zo bet lâret deomp gant ar skiantour en deus graet ar studiadenn. Evel ma vefe ur pol + hag ur pol -. Ha blam da se e tigas daskrignadur. Peadra da grouiñ allergiezhoù warlerc’h… « Evel louzoù rashed eo an Essure » : bamet eo ar skiantour ne vije ket bet titouret ar maouezed gant aozadurioù ar yec’hed. {Bzhg} Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. {Fr} « Splann ! » collabore avec les journalistes du réseau Radio Breizh, qui comprend toutes les radios en langue bretonne : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne et Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ». 💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !
Enklaskoù « Splann ! » da selaou RSS Feed